Stal-levrioù

Da vMark Kerrain

Kaer em eus sellet dre-man, Kêr-an-Traoñ-hag-an-Nec'h,
ne wel skrivet ma eneb « Stal-leorioù » neblec'h.

Ha pa selaouan bemzer, gwerzher ha gwerzherez,
ne glevan morse ar son azonus eus hon yezh.

Dre-holl e klaskan neuze, dorn kleiz ha dorn dehou,
nep leor ne gavan ’hat e yezh hon hendadoù.

Yann-Vadezour ar Rouz